N’eus ket ken

Kehentiñ Divyezhek

0,00

Perak ha penaos kehentiñ e brezhoneg ?
Kavet e vo alioù ha skouerioù pleustrek ganeoc’h er sturlevr-mañ. Digoust eo.

Kehentiñ Divyezhek

Ur sturlevr pleustrek evit an embregerezhioù hag an ajañsoù kehentiñ

Liammet eo ar brezhoneg gant Breizh. Pa vez implijet ar brezhoneg evit kehentiñ diwar-benn hoc’h embregerezh e tigas un dalvoudegezh ouzhpenn d’ho merk ha krouiñ a ra liammoù gant ho pratikoù. O lakaat war wel liammoù hoc’h embregerezh gant ar brezhoneg e roit nerzh da skeudenn ho stal.
Met penaos implijout div yezh war ur skouerenn kehentiñ hep bezañ beuzet gant an testennoù ? Penaos ober evit ma chomfe lennus hep reiñ muioc’h a blas d’ur yezh d’eben ?

Er sturlevr-mañ e kavoc’h pennreolennoù ur c’hehentiñ moullet gallek-brezhonek a-zoare, penaos mont e darempred gant troourien ha troourezed ha gant grafourien ha grafourezed (darempredoù da gavout war Stal.bzh ivez) met ivez kalz skouerioù pleustrek deoc’h da gemer skouer warno.

Savet eo bet gant Mignoned ar Brezhoneg gant skoazell Rannvro Breizh, Ar Redadeg, Produet e Breizh hag Ofis Publik ar Brezhoneg.
Digoust eo ar sturlevr war ar c’hehentiñ hag e vo kaset deoc’h evit frejoù kas nemetken.
Gallout a rit pellgargañ ar stumm pdf amañ.

titl : Kehentiñ divyezhek. Sturlevr pleustrek evit an embregerezhioù hag an ajañsoù kehentiñ
32 bajenn – liv – ISBN 978-2-9577208-4
testennoù : Mignoned ar Brezhoneg (Stal.bzh)
adlenn : Ofis Publik ar Brezhoneg
skeudennoù : Mignoned ar Brezhoneg, Krank Du, Produet e Breizh, Pik BZH, Kred Labour-douar Penn-ar-Bed, Borgat Gwened, Bagoù Boats, Kalon, Be Reizh, Stumdi, Mar’mousse, Esnekiak, Biocoop ar Poc’hêr, Stered, La Breizh Boutik, Penaos ?!, Labourien-douar Breizh.
graferezh : Krank Du (Mathieu Le Guern)


Degas

War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.


Colissimo• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Chronopost• 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Pouez 135 g

N’eus ket ken

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.