Boutik Mignoned

“Lizig Priñsezig an dour » – kontadenn G.TH.Rotman, brezhoneg gant L. Herrieu

18,00

Oberour : G. Th. Rotman (1921)

Troidigezh : Loeiz Herrieu (1928), kempennet e 2020 gant Daniel Doujet

Skeudennoù : G. Th. Rotman

Liv ha pajennaozañ : Olivier Berson
Embanner: Ti Douar Alre hag Emglev Bro an Oriant

120 pajenn
Ment : 21 x 29,7 cm
Yezh(où): Brezhoneg (hag ul levrig liammet e galleg)
Danvez : Kontadenn

Deiziad embann : 2020
ISBN: 978-2-9570496-1-5

Lizig Priñsezig an dour

Ur gontadenn gant G. TH. Rotman, troet e brezhoneg gant Loeiz Herrieu, lennet gant Daniel Doujet hag Anaig Lucas.

Embannet eo bet « Lizig, Priñsezig an dour » gant e Ti Douar Alre hag Emglev Bro An Oriant e miz Du 2020.
Ur gontadenn lakaet e brezhoneg (get Loeiz Herrieu) skrivet ha skeudennaouet get Gerrit Theodor Rotman.

E-ser lenn ar 120 pajenn a ya d’ober al levr e voc’h kaset da heul troioù-kaer Lizig, ur gorriganez vihan, a-dreuz ur rouantelezh vurzhudus e-lec’h ma klever al logod, ar chignaned hag an tousegi é predeg èl tud. Pinvik eo neudenn an istor ; puilh ha dic’hortoz eo an darvoudoù skrivet en ur yezh flour ha bev.

E deroù an XXvet kantved e oa bet embannet an oberenn-mañ evit ar wezh kentañ. Adlabouret eo bet kement a-fed testenn (reizhskrivadur) hag a-fed skeudennoù. Ur plas frankoc’h ‘zo bet roet d’an engravadurioù savet get G. TH. Rotman, ur c’hant bennak etre tout ; livet int bet oc’hpenn da se.

 

Kevret get al levr e kavoc’h…

  • Ur bladenn 60 munutenn gant ul lennadenn get Daniel Doujet hag Anaig Lucas, heuliet get sonerezh savet get David Le Port.
  • Ur c’haierig get an destenn lakaet e galleg get Daniel Carré.

Degas

War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.


Colissimo• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Chronopost• 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Pouez900 g

Er stok

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.