Boutik Mignoned

N’eus ket ken

Koufrig Ar Familh Pikett’

130,00

KOUFRIG AR FAMILH PIKETT’

Koufrig Ar Familh Pikett’

Ur voest pedagogel eo koufrig Ar Familh Pikett’. Krouet eo bet gant Kandalc’h, hiziv Kenleur. Kinnig a ra sevenadur Breizh d’ar vugale (kement ha d’ar re vras) adalek 6 bloaz.

Petra a zo e-barzh ?
10 poster A1
1 frizenn gronologel eus istor Breizh (3m x 0,5m)
64 fichenn e brezhoneg gant goulennoù evit ar vugale (ar respontoù a zo a-dreñv)
c’hoarioù ha livajoù ouzhpenn evit kaout plijadur
1 bladenn gant 61 ton, evit dizoleiñ benvegoù sonerezh hengounel ha stummoù strollad (bagadoù, kan ha diskan, laz-kanañ, strolladoù…)
1 renkell ha follennoù etrelakaet evit renkañ pep tra dre dem
1 sturlevr evit an animatour pe an animatourez da zizoloiñ ar c’houfrig

8 tem a zo, pep hini gant ur boulomig moutik evit personiañ an tem : istor, jeo, glad, yezhoù, arz, dilhadoù, dañs ha sonerezh, glad, tresadenn.

Gallout a ra servij ar c’houfrig da zizoloiñ sevenadur Breizh er skolioù diwan ha skolioù divyezhek, e kreizennoù dudi pe er mediaouegoù.

Evit espern ar frejoù kas e c’hellit mont betek hor boutik (e Gwened) evit dastum ar c’houfrig. Deuit davedomp : 06 11 70 65 92

Pouez 4000 g

N’eus ket ken

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.