Lizig Priñsezig an dour
Ur gontadenn gant G. TH. Rotman, troet e brezhoneg gant Loeiz Herrieu, lennet gant Daniel Doujet hag Anaig Lucas.
Embannet eo bet “Lizig, Priñsezig an dour” gant e Ti Douar Alre hag Emglev Bro An Oriant e miz Du 2020.
Ur gontadenn lakaet e brezhoneg (get Loeiz Herrieu) skrivet ha skeudennaouet get Gerrit Theodor Rotman.
E-ser lenn ar 120 pajenn a ya d’ober al levr e voc’h kaset da heul troioù-kaer Lizig, ur gorriganez vihan, a-dreuz ur rouantelezh vurzhudus e-lec’h ma klever al logod, ar chignaned hag an tousegi é predeg èl tud. Pinvik eo neudenn an istor ; puilh ha dic’hortoz eo an darvoudoù skrivet en ur yezh flour ha bev.
E deroù an XXvet kantved e oa bet embannet an oberenn-mañ evit ar wezh kentañ. Adlabouret eo bet kement a-fed testenn (reizhskrivadur) hag a-fed skeudennoù. Ur plas frankoc’h ‘zo bet roet d’an engravadurioù savet get G. TH. Rotman, ur c’hant bennak etre tout ; livet int bet oc’hpenn da se.
Kevret get al levr e kavoc’h…
- Ur bladenn 60 munutenn gant ul lennadenn get Daniel Doujet hag Anaig Lucas, heuliet get sonerezh savet get David Le Port.
- Ur c’haierig get an destenn lakaet e galleg get Daniel Carré.
Degas
War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.
• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM • 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM