Pladenn Kanour Noz

15,00

Pladenn Elodie Jaffré, Alwena Lucas ha Yann Le Bozec liammet gant an abadenn Kanour Noz.
Adkavit an abadenn e programm GBB 2023.

Pladenn Kanour Noz

Elodie Jaffré, Awena Lucas, Yann Le Bozec

Kanour noz oa graet ouzh ur pesketour e Kerroc’h, ur porzh bihan nepell Plañvour er Mor-Bihan, blam en noa eñ boaz da ganañ diouzh an noz pa oa war vor. Dizoloet he deus Elodie Jaffré e oa ar pesketour-mañ, Louis Hirez e anv (1907 – 1983) a oa hec’h eontr-kozh. Ar c’hoant he deus bet krouiñ un abadenn hag ur bladenn diwar-benn an dudenn-mañ, e vuhez hag e zoare arz.

Er pochadig e kavit ur bladenn 13 ton, ul evrig gant pozioù pep kanaouenn hag an troedigezhioù (15 pajenn).

Testennoù dastumet gant Jean-Yves Monnat e 1974 ha 1976 e Kerroc’h gant Louis Hirez. Troet hag adelenn gant Serj Bozec ha Gentas Er Vuhé.
Kan : Elodie Jaffré
Telenn geltiek : Awena Lucas
Gourrebad : Yann Le Bozec
Kampennadurioù : Yann Le Bozec, Awena Lucas, Elodie Jaffré
Alioù arzel : Ronan Pellen ha Sylvain Girault
Tapet ar son gant Yann Le Bozec
Mesket ar son gant Erwan Béranger
Mastering : Youn Kamm
Tresadenn : Christelle Le Guen
Poltriji : Myriam Jégat, Alain Pérus, Vincent Bogaert
Graferezh : Gildas Le Buhé

Pouez 65 g

Er stok

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.