Kontadennoù ar big a gont d’ar vran

14,00

Levr 16 kontadennoù evit ar vugale adalek 9 bloaz

Kontadennoù ar big a gont d’ar vran

Ul levr 16 kontadenn, 148 pajenn, skeudennoù brav e liv

Istorioù dibar Robert Raulo, skeudennet gant Christelle Le Guen.
Troet e brezhoneg gant Maguy Kérisit-Louédoc.

Un teul pedagogel gant ul levr 16 kontadenn skrivet gant Robert Raulo. Istorioù berr, 5 pajenn anezho, evit reiñ lañs da ijin ar vugale.

Mat int evit bugale adalek 9 bloaz (CM1-CM2). En teul pedagogel e kavit fichenn lenn evit skoazell ar vugale kompren mat an istor tamm-ha-tamm.

isbn 978-2-9548351-2-9
pajenn aozañ gant Youenna Baron
embann gant Kendalc’h (hiziv Kenleur)
moullet e Breizh (Gwitreg) e miz Du 2016

Pouez 460 g

N’eus nemet 1 er stok

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.