“Disentiñ” (Xavier Renou) – An dornlevr e brezhoneg

9,50

Perak ha penaos disentiñ ?

Abaoe bloavezhioù e kemerer perzh e mani­festadegoù a bep seurt. Daoust hag un disoc’h pe ur gounid gwirion a vez bep tro ? Lakaat a reer hon anv war kantadoù ha kantadoù a sinadegoù. Daoust hag ur pouez efedus o deus ? Doareoù all a zo evit bezañ klevet, evit dis­kouez hon youl ha nec’hamant, ha trec’hiñ en diwezh hep implijout ar feulster.
Al levrig-mañ a zispleg e c’heller disentiñ hep implijout an nerzh ha kement-se en un doare reizh. Sevel a ra goulennoù ha reiñ a ra doareoù da gas ur stourm da benn, re an disenterezh keodedel.
Un hent hag a vez implijet gant ar strollad Ai’ta! evit kas stourm ar brezhoneg war-raok.

Xavier Renou, an oberour, a zo unan eus dia­zezerien ar c’henstroll Désobéissants.

Oberour: Xavier Renou
Troer: Dewi Siberil
Embanner: An Alarc’h Embannadurioù
Skigner: Kuzul ar brezhoneg

184 pajenn
Ment: 12×19 cm
Yezh(où): Brezhoneg
Danvez : Arnodskridoù, Troidigezhioù

Deiziad embann : 2015
EAN 13: 9782916835662
ISBN: 978-2-916835-66-2

Pouez 110 g
Ment·où 12 × 1,5 × 19 cm

Er stok

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.