Ticheurt gris-glaou Ar Redadeg evit ar merc’hed
Un ticheurt ampl, liv gris teñval gant ur serigraferezh melen warnañ.
Al lugan “Breizh a bep reizh” a zo skrivet warnañ.
Kenlabouret he deus adarre ar Redadeg gant ar merk Breizh Stered hag ar grafour brezhoneg Krank Du evit kinnig deoc’h un t-shirt a galite ha n’eo ket bet gwriet tu all ar bed !
100% kotoñs eo an davez. Gwriet e Portugal.
Degas
War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.
• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM • 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM