T-shirt Bugale ar Redadeg
Un ticheurt melen/orañjez leun a startijenn evit ar vugale. Tresadennoù bihan a-leizh ijinet gant ar grafour Krank Du war tem “Breizh a bep reizh”. Petra a sinifi “Breizh a bep reizh” ? Evidomp e talv ar re a stourm evit ar brezhoneg a stourm evit ur bed reishoc’h, lec’h vez ket gwall zispartiet an dud hervez o reizh !
Sellit a dost ! An tresadennoù bihan a ziskouez merc’hed dieub d’ober ar perzh o deus c’hoant : sport, micher, arz… ha paotred o skoazell anezho !
Ar bloaz-mañ int bet savet gant embregerezh ar vro, Stered e anv. Graet int e Bro-Bortugal. 100% kotoñs.
Degas
War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.
• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM • 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM