Sac’h prenadennoù e kotoñs adaozet
Ur sac’h bras e kotoñs adaozet (se a ra vat d’an endro! ). Al label “fair wear” a zo gantañ, da lavaret eo int bet paeet ur priz reizh an dud o deus gwriet anezhañ.
Kinklet eo gant ur serigrafi daou liv, glas ha gwer, gant an dro-lavar e brezhoneg “Ur sac’h goullo ne chom ket en e sav”.
Lakait boued mat ‘barzh ho sac’h nevez evit chom yac’h neuze !
Solut ha bras eo ! 50 x 70 x 37cm
Tresadenn graet gant Mignoned ar Brezhoneg ha mouladur graet e Breizh (Plerin).
Degas
War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.
• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM • 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM