Boutik Mignoned

Pladenn-levr-livaj KANevedenn

10,00

KANevedenn – ar bladenn 14 ton hag al levr-livaj

PLADENN-LEVR-LIVAJ “KANevedenn”

Ur bladenn hag ul levr-livaj liammet gant an darvoud “KANevedenn” an hini eo.

“KANevedenn zo un abadenn diwar-benn ar fromoù hag al livioù. Ruz ar fulor, glas an dristidigezh ha melen al levenez en em gav er ganevedenn !”

Kanaouennoù da gavout warnañ :

Ruz reuz

Melen laouen

Glas glav

An aon

Tu pe du

Livioù

Ur prantad yoga, ur prantad distanañ hag ur souezhadenn zo ivez hag an holl zonioù e kavoc’h ur wech all gant sonerezh hepken (d’ar vugale da ganañ !).

Klikit amañ evit un tañva (Melen laouen)

 

Kan : Séverine Valomet, Maud Anelli, Marion Gwen & Katell Kloareg

Gitar : Fred Boulineau

 

Kas a-benn, enrollet ha kemmeskañ gant Marielle Hervé

Graferezh gant Maud Anelli gant sikour Gael Fontana / Skeudenn gant Maud Anelli ha Marion Gwenn

Fotoioù : Anne-Cécile Poyard

Produerezh : La Quincaille


Degas

War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.


Colissimo• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Chronopost• 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Pouez 101 g

N’eus nemet 1 er stok

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.