Pladenn 10 vlez Diwan Rianteg
10 titl enrollet e miz Even hag Here 2019 gant bugale Skol Diwan Rianteg evit lidañ 10 vloaz ar skol.
Diwan zo ur skol dibar pa vez kaoz ag ar sevenadur treuzkaset, ar bladenn-mañ a zo un testeni frouezhus a gement-mañ. Un testeni eo ivez ag al labour kaset get ar skol àr tachenn an arzoù hag ar sevenadur. Dre ar blijadur da gomz, ar c’han hag ar c’hrouiñ e vo savetaet hor yezh ! Kanomp uhel neuze !
Trugarez vras d’an holl arzourien o deus labouret a-youl vat evit skoazellañ Diwan : Etienne Callac, Roland Conq, Amelie Les Crayons, Yann Raoul, Yves Jego, Momo Jouanno, Youn Kamm, Mael ar Gov, Tudi Le Cam, Paol Callac, Mael Paillot, Yves le Guennec. Trugarez da Suzie Guillermic evit ar graferezh, da Ronan Jossec evit ar son-veskañ hag ar mastering, da Radegonde Jouanno, brezhonegerez a-vihanik a Rianteg, treuzkaset geti deomp an ton Deomp da Rianteg da vale, ha d’ar familh Runigo evit an daou don dastumet gete : Brandi Sant-Iwan hag Hei, Hei d’ar marc’had.
Ar bladenn zo ivez da bellgargañ en holl diazoù pellgargañ dre ho koumanantoù pe dre e brenañ en-linenn (Deezer, Spotify, Apple music…)
Enrolladenn gant Etienne Callac
Kemmeskañ, Mastering gant Ronan Le Jossec
Graferezh gant Suzie Guillermic
Degas
War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.

• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM

• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM