Pladenn Best of 10 vloaz Redadeg
Muioc’h eget dek vloaz, dija ! Dek vloaz a levenez, a startijenn, a feiz, a gengred, a stourm, a fent… Ouzhpenn ar rederien a weler niverusoc’h-niverusañ war hentoù ar vro o tifenn dazont hor yezh, ez eus arzourien o krouiñ hag o lakaat an holl da zañsal ha da ganañ a-gevret. E brezhoneg ha gant plijadur atav !
Evit c’hwezhañ c’hwek war dekvet goulaouenn goar ar Redadeg e kinnigomp deoc’h dizoleiñ pe selaou en-dro lod eus ar c’hanaouennoù bet savet dibaoe 2008, strollet evit ar wech kentañ en ur bladenn « collector » ! Nag a eñvorennoù, neketa ?
Degas
War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.
• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM • 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM