Pegsun Redadeg 2024

1,00

Pegsun rond gant liv Redadeg 2024

PEGSUN REDADEG 2024

Eus Beg ar Raz da Vontroulez

Ur pegsun gant liv Redadeg 2024 da lakaat ouzh oc’h oto pe ouzh ar yenerezh, pe ouzh un armel, pe ouzh ur c’haier… bon ! da lakaat ouzh ar pezh a blij deoc’h !

Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz. Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet kilometradoù : 2024 km e 2024.

Prenit ho hini war lec’hienn ar Redadeg !

Pegsug Ar Redadeg 2024, stumm rond, 11cm diametr

Pouez 6 g

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.