Pegsunioù evit brezhonekaat ho poubellennoù

2,504,00

Pegsunioù lastez

Pegsunioù evit brezhonekaat ho poubellennoù !

Diveskiñ al lastez a ran me ! Un dra vat eo ! Met e #bzhg eo gwelloc’h ! Netra e #brezhoneg gant ho kumuniezh kumunioù pe ho tolpad kêrioù ?
Grit an traoù ho unan get ar
 c’hit pegsunioù lastez.  Kavet a reer  2 begsun disheñvel, unan evit ho poubellenn lastez adaozadus hag unan all evitó ho poubellenn lastez boutin.

Ment 15*21 cm, treset e Breizh, grafouriezh gant Ti douar Alre 

Ma peus c’hoant unan hepken, posubl eo!

Pouez 15 g
Stumm – Modèle

Kit 2 pegsun lastez, Lastez boutin, Lastez da adaozañ

×

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.