Pak kartennoù-post “Krank Du” :
- Nedeleg Laouen
- Deiz ha bloaz laouen
- Gourc’hemennoù (evit ur ganedigezh)
- Bloavezh mat
Prest e vioc’h evit lidañ forzh peseurt gouel gant ar pak kartennoù-post-mañ. A feson eo evit kas ho hetoù e #brezhoneg.
C’hoant ho peus 4 gwech ar memes kartenn kentoc’h eget 4 c’hartenn disheñvel ? Digudenn eo ! Displegit peseurt hini a blij deoc’h ar muiañ o liammañ ur gerig gant ho urzh.
Kartenn-bost savet gant “Krank Du” www.mathieu-leguern.fr
hag embannet gant “Mignoned ar Brezhoneg”.
Savet ha moullet e Breizh.
Degas
War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.
• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM • 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM