Boutik Mignoned

Pak ganedigezh, prof evit ar babigoù nevez ganet

33,00

Pak Ganedigezh

Er pak ganedigezh e kavot ur justenn, ur bladenn “Loened Fur ha Foll” gant Morwenn Le Normand ha Roland Conq hag ur pegsun “babig e-barzh”.

Pak Ganedigezh

Er pak ganedigezh e kavioc’h ur justennkotoñs bio, ur bladenn “Loened Fur ha Foll” gant Morwenn Le Normand ha Roland Conq hag ur pegsun “babig e-barzh”.

Ur pak ganedigezh a ginnigomp deoc’h  evit ar babigoù nevez ganet, e-barzh e c’helloc’h kavout :

– ur justenn e danvez kotoñs bio graet gant Dousig ” Brezhoneger / ez a-vihanik” treset ha moullet e Breizh

– Pladenn arc’hant Morwenn Le Normand ha Roland Conq, “Loened fur ha foll” .  15 kanaouenn a gont deomp istor loened fur ha loened foll. Plijout a raio d’an holl er familh, d’ar re vihan ha d’ar re vras zoken. Un nebeud re a c’hell bezañ dañset zoken. Produet e Breizh, gant Coop Breizh eo ar bladenn-mañ

– ur pegsun “babig e-barzh” a c’hello bezañ lakaet war oto ar familh.

 

En ur brenañ ar pak, un distaol 10% vez graet deoc’h war ar produioù a zo e-barzh.

 

Listenn kanaouennoù ar pladenn: Roc’h dous al loened, Job an Tog, Pemp Loen bihan, ar c’hi du, Goulou Gili, Son ar pemoc’h, Peudi Peude, Imor ar c’hazh, Skotich al loened, Son al lapin, Deomp da zañsal ! , An distro, Ken vil ha lous! , Porzh-yer, Roc’h dous al loened


Degas

War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.


Colissimo• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Chronopost• 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Pouez 248 g
Stumm – Modèle

paotrig, Plac'hig

Liv – Couleur

ekru, gwenn

Ment – Taille

3-6 miz, 6-12 miz, 12-18 miz

×

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.