Loeroù ruz Redadeg 2024
Graet noa berzh e 2022 al loeroù ruz gwerzhet evit Ar Redadeg. N’eo ket souezhus pa vez trouz e vefe aesoc’h redek pelloc’h pa vez ho troad e-barzh al loeroù-se (n’eo ket skiantel tamm ebet met tu zo klask atav). Fardet int bet en-dro ar bloaz-mañ ! Gwelet e vez e liv melan-orañjez skeudenn ar redadeg 2024 brochennet e-barzh an dañvez. Ar pezh zo sur eo pa vez prenet al loeroù-mañ ha produioù all Ar Redadeg e skoazellit anezhi.
Loeroù ruz flamm graet e Bro-C’hall gant A l’Aise Breizh evit ar Redadeg 2024.
2 vent diheñvel a zo : 36-41 pe 42-46
86% kotoñs, 12% polyamid ha 2% elasthan