Lakait un tamm brezhoneg war an daol gant ar c’hondre “Ar mor”
Desket e vo geriadur ar pred ganeoc’h en ur debriñ !
Savet eo bet ar c’hondre gant Ti Douar Alre. Treset eo bet gant Olier Berson.
Danvez : plastek, Liv : glas, Ment : 29,6 sm x 42 sm
Gallout a reoc’h sevel un daol vrav gant liv flamm gant kondre liv ruz “Debrit get yec’hed” a vo kavet ivez war boutik Mignoned.
Degas
War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.
• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM • 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM