Deiziadur Diwan 2024
Ijinet eo bet an deiziadur-mañ gant izili kuzul skoazell Diwan Sant Brieg. “Kroazamzer” eo tem ar bloaz-mañ. Kavet vo ganeoc’h e-barzh un destennig fromus dre viz asambles gant ur skeudenn vrav hag un dresadenn graet gant ur bugel eus skol Diwan Sant-Brieg.
E fin an deiziadur ho po tro da grouiñ ur fiñvell gant ho pugale. Troc’hit an tudennoù hag ouzhpennit un tamm fisel, perlezennoù pe boutonoù evit personelañ anezhi.
Skeudennoù : Mélinda Chantrel
Testennoù : Jeanne Bocquennet-Carle
Moullet e Breizh war paper heuliet gant Roudenn Grafik.