Boutik Mignoned

Distaol

Deiziadur Diwan 2023

8,00

O prenañ un deiziadur e skoazellit ar skolioù Diwan. Trugarez vras deoc’h !

Deiziadur Diwan 2023

Ijinet eo bet deiziadur ar bloaz-mañ gant izili ar bodad-labour deiziadur Kuzul Skoazell Diwan Kastellin. Ur stumm nevez a vez kinniget deoc’h evit deiziadur Diwan 2023 gant m’emañ deiziadur Diwan 2023 kentoc’h evel ul levr bannoù-treset.
Kontañ a ra deomp troioù-kaer Gwennin hag he labousig Burzhud. Graet e vo ur veaj vrav ganto tro-dro ar bed a-hed ar bloavezh. Kinniget vo deoc’h gant Gwennin ha Burzhud ober anaoudegezh gant pobloù all, komzet ur yezh vihan niver ganto, ur yezh hag a c’hell bezañ marjinalijet pe e dañjer. Mizioù ‘zo e kavoc’h ur c’hod QR hag a gaso deoc’h d’ur video evit klevout tonioù pe gwelout tud oc’h implij yezhoù all.

E brezhoneg hag e galleg eo an istor evit ma vo aes d’an holl heuliañ anezhi.

Gallout a rit lenn enlinenn an istor o klikañ amañ. Ha sellet ouzh ar video zo bet dija embannet war chadenn Youtube Skol Diwan Kastellin.

Pouez 210 g

N’eus nemet 1 er stok

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.