Boutik Mignoned

N’eus ket ken

Deiziadur Diwan 2022

10,00

Deiziadur Diwan 2022. 12 poltred loen Breizh asambles gant un tresadenn, ur barzhoneg hag ur roudenn (pa vez laosket ur roud bennak gant al loen). 28 pajenn.

N’EUS KET DEIZIADUR EBET KEN GANT MIGNONED AR BREZHONEG. MARTEZE E CHOM UNAN E SKOL DIWAN HO KORN BRO ? TRUGAREZ VRAS EVIT HO PRENADENNOÙ HAG A SKOAZELL AR SKOLIOÙ DIWAN. EMGAV E MIZ DU 2022 EVIT DEIZIADUR 2023 !

Deiziadur Diwan 2022

War tem “Loened kuzhet e Breizh” eo deiziadur Diwan 2022. 

Dizoloit ur poltred kaer bep miz asambles gant tresadennoù bugale Diwan Banaleg. Al louarn, ar c’hazh-koad, an diredig pe c’hoazh ar glujar… 12 loen liammet gant o roud pav ha gant ur barzhonegig.

 

Poltriji : Marcel Gloanec

Testennoù ha skeudennoù : Andrev Kere, bugale skol Diwan Banaleg

Ergrafañ ha frammañ : Tristan Le Noc

Embannadur  : Kuzhul Skoazell Skol Diwan Banaleg


Degas

War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.


Colissimo• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Chronopost• 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Pouez 210 g

N’eus ket ken

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.