Boutik Mignoned

N’eus ket ken

Deiziadur Diwan 2021

10,00

Deiziadur Diwan 2021. 12 sekred kegin. 24 fajenn.

N’eus ket mui stok ganeomp met gallout a reomp kavout reoù nevez a-drugarez d’ar rouedad kevredigezhel :)  Deuit davedomp evit urzhiañ ho hini !

Deiziadur Diwan 2021

Kinnig a reomp deoc’h prenañ deiziadur Diwan 2021.

Bep bloaz e vez kinniget d’ar skolioù Diwan kemer perzh en ur genstrivadeg evit sevel deiziadur ar bloaz o tont.

Gant raktres Skol Diwan Ar Faou eo aet ar maout ar wech-mañ. Kavet ‘vo ganeoc’h e-barzh sekredoù kegin e brezhoneg, unan evit bep miz gant tresadennoù brav plantoù gwez Breizh graet gant Aurore Colliou !

Dizagn ha pajenn-aozañ gant Romain Diguet.

Embannadur : Kuzul Skoazell Diwan Ar Faou


Degas

War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.


Colissimo• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Chronopost• 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Pouez210 g

N’eus ket ken

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.