Distoufer doug-alc’hwez “Krank Du”

3,00

Distafer doug-alc’hwez “Krank Du”

Troioù-lavar e brezhoneg skeudennaouet gant “Krank Du ”

  • Boulc’hurun  (“boule de tonnerre” version bretonne du “Tonnerre de Brest” )
  • Te zo sot ha me zo fin… te ‘po dour ha me ’mo gwin ! (“toi t’es bête et moi malin…tu bois de l’eau et moi du vin”)
  • Tamm ha tamm e vez graet e vragoù da Yann (“Peu à Peu , on fait le pantalon à Yann” = petit à petit l’oiseau fait son nid )
  • Ober skolig al louarn (“Faire la petite école du renard” = faire l’école  buissonnière”)
  • C’hoari krampouezh war an aod ( “jouer aux crêpes sur la plage” = se dorer la pilule)
  • Hennezh n’emañ ket diwar zour !  (“Celui-ci n’est pas fait que d’eau”…)
  • An amzer a dro,  an ankou a sko !   (“le temps tourne , l’Ankou (la mort) frappe”)
  • Azen gornek !  ( “celui-ci est un âne cornu ! ” = encore plus bête qu’un âne…)
  • Aveliñ ar penn (“s’aérer la tête” = se changer les idées)

 

Distafer savet gant “Krank Du”  www.mathieu-leguern.fr

hag embannet gant “Mignoned ar Brezhoneg”.

Savet  ha produet  e Breizh.

 


Degas

War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.


Colissimo• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Chronopost• 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Pouez 30 g
skeudenn

te zo sot, Aveliñ, Tamm ha tamm, Skolig, Krampouezh, diwar zour, An ankoù, Azen, Boulc'hurun

×

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.