Chupenn GBB ruz

50,00

Chupenn ruz GBB

Ur chupenn flour ha flamm graet gant Stered evit souten Gouel Broadel ar Brezhoneg 2023.

liv ruz brik, memes stumm evit ar baotred hag ar merc’hed, graet e Portugal.

Chupenn GBB ruz “brik”

Chupenn eus ar merk Breizh “Stered” krouet gant hor c’heveler evit souten Gouel Broadel ar Brezhoneg – GBB 2023.

70% kotoñs, 30% polyester

Liv ruz. Fas : logo “Gouel Broadel ar Brezhoneg” skrivet e gwenn ouzh ar galon, serr-prim, 2 chakodig war ar gof. Kapuchennig. Kein : tres liv gwenn ha gwer “GBB yezh ar bobl, yezh ar vro”. Treset gant hor grafourez Solenn e Gwened !

Graet eo bet ar chupenn-mañ e bro Bortugal.


Degas

War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.


Colissimo• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Chronopost• 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Pouez 501 g
Ment – Taille

3XL, S, L, M, XL, XXL

×

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.