Boutik Mignoned

Chupenn GBB glas

40,00

Chupenn c’hlas GBB

Ur chupenn flour ha flamm graet evit souten Gouel Broadel ar Brezhoneg 2021.

liv glas, serr-prim, kapuchennig ha 2 chakodig war ar gof.

Chupenn GBB glas flamm !

Chupenn krouet evit souten Gouel Broadel ar Brezhoneg 2021.

50% polyester, 50% kotoñs

Liv glas. Fas : logo « Gouel Broadel ar Brezhoneg » skrivet e gwenn ouzh ar galon, serr-prim, 2 chakodig war ar gof. Kapuchennig. Kein : tres liv gwenn « GBB yezh ar bobl, yezh ar vro ». Treset gant ar grafour Liv ha Luc’h eus Gwened !

Graet eo bet ar serigrafi e Roazhon gant Stered. An danvez zo gwriet e Bangladesh.


Degas

War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.


Colissimo• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Chronopost• 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Pouez200 g
Ment – Taille

S, L, M, XL, XXL

×

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.