Boutik Mignoned

C’hoari stroll “N’out ket barzh” (APLUD)

30,00

“N’out ket barzh” a vez kinniget alies en nozvezhioù c’hoari evit ar re vras. Palioù eeun a zo: bezañ prim, flapañ ha c’hoarziñ.

C’hoari a-stroll “N’out ket barzh”

Ar c’hoari a-stroll-mañ a zo bet savet ha produet e Breizh diwar intrudu Sten Charbonneau. A-drugarez dezhañ e teu aesoc’h ha splannoc’h ober gant ar brezhoneg evit an deskidi hag evit an dud ampart zoken.

APLUD eo un embanner c’hoarioù pedagogel. “N’out ket barzh” en o zouez a zo bet krouet e 2017.

Penaos c’hoari ? Aes eo ! Mestr ar c’hoari a zibab ur gartenn gant ur frazenn skrivet warni. Ar c’hoarierien all a glask klokaat ar frazenn gant o c’hartenn dezho. Mestr ar c’hoari a ziviz gant piv e ya ar poent.


Degas

War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.


Colissimo• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Chronopost• 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM
Pouez 950 g

Er stok

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.