Badj “JE PARLE BRETON – BREZHONEG A GOMZAN”
Badj spilhenn “Je parle BZH a gomzan”, skeudennaouet gant ur gloc’henn, lizherennoù BZH e-barzh.
Lakaat a raio an dud da c’houzout e komzit brezhoneg. A-bouez eo gant ma n’eo ket skrivet ouzh tal an dud peseurt yezh a gomz ! Gwiskit ur badj pe un arouez all evel spilhennig Ofis Publik ar Brezhoneg evit kaout tro da implijout ar brezhoneg er vuhez foran, en ho labour, en ur ober prenadennoù !
Moulet e liv awenet gant Stal.bzh : liv glas sklaer ha liv roz teñval. Ment : 56mm treuzkiz.
Ijinet ha graet e Breizh gant Mignoned ar Brezhoneg.
Degas
War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.
• 2-3 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM • 1 devezh evit kas da bennvro Frañs (gant ar Sadorn)
• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM