Boutik Mignoned

5 pegsun oto Breizh 5/5

12,50

Pegsunioù Breizh 5/5 gant un tretadur UV.

5 pegsun oto Breizh 5/5

5 pegsun oto Breizh 5/5

Pegsunioù oto Breizh 5/5 a ginnigomp deoc’h. Evit kinklañ hoc’h oto, ho kwetur, ho karr-tan, ho poest lizhiri pe c’hoazh hoc’h urzhiataer !

Ment: 12*10cm, padus int a-drugarez d’ur silh UV. Gwerzhet 5 ha 5.

Diskouezhit ho soutenn da Vreizh 5/5 en ur begañ ar skeudenn-mañ e pep lec’h !

Adkavit an holl produioù Breizh 5/5 a zo war lec’hienn war ar bajenn-mañ.

Pouez30 g

N’eus nemet 1 er stok

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.