Deiziadur Diwan 2025

10,00

Deiziadur Diwan 2025 war tem an Egor.

Deiziadur Diwan 2025

Egor zo tem deiziadur ar bloaz-mañ. Krouet eo bet gant kerent skolidi ha skolidi skol Diwan Plabenneg. Gant an deiziadur Diwan 2025 eo kinniget deoc’h beajiñ war hent-Sant-Jakez (anv ar “Voie lactée” e brezhoneg).

Deskiñ a rit anvioù oabrennoù, planedoù ha galaksi zo tro-dro d’hon Douar bihan. Un deiziadur astronomiek eo ivez ha kavout a rit notennet e-barzh ar mareoù bras.

Adkavit eus miz Genver betek miz Kerzu galksi Andromeda, oabrenn ar galon, al loar, oabrenn Orion hag he c’houriz, oabrenn Amerika an Hanternoz, galaksi an droenn, oabrenn penn ar marc’h, krater Klavius, oabrenn ar skubelenn sorserez, dantelezh veur an alarc’h, oabrenn ar rozennig hag hor steredenn muiañ karet : an heol !

Luc’hskeudennoù : Pierre-Yves Morvan
Tresadennoù Tom Pesked : skolidi Diwan Plabenneg
Testennoù : Kerent ha skolidi skol Diwan Plabenneg
Moullet e Breizh war paper heuliet gant Roudenn Grafik

Pouez 210 g

N’eus nemet 1 er stok

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.