Tanork – Destined to die

15,00

Pladenn Tanork – Destined to die – 2023

Tanork
Destined to die

Pladenn gentañ ar strollad death metal e brezhoneg Tanork an hini eo. 8 ton death metal gant pozioù e brezhoneg hag e saozneg. Ul levrig a zo a barzh gant ar pozioù skrivet.

Tonioù : Digoradur | Enhanced Surveillance | Ar bed edan ar mor | Space Wind (gnat Tasmant) | Frog’s Genocide | Destined to die | Enebourion ar Peoc’h | Kerfank

Tanork : Eflam Castrec (gitar ha kan), Melain Gautier aka Mel (gitar bout, laz-kan, sonaozadur an taboulinoù)
Tresadenn : Dominique Marais
Enroladenn : Roazhon 2021-2023
Produiñ : MusikÖ_Eye
Pajenn facebook ar strollad amañ
Pajenn Bandcamp ar strollad amañ (gant ar bladenn stumm niverel).

Pouez 67 g

Er stok

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.