An T-shirt Redadeg prun bugale

14,00

An t-shirt Redadeg 2024 evit ar vugale

T-shirt Redadeg prun
stumm bugale

Savet e kotoñs gant an embregerezh Stered evit skoazell ar Redadeg 2024. Liv prun eo an t-shirt-mañ, kinklet gant ur serigraferezh melen-orañjez ouzh ar bruched ijinet gant ar grafour Krank Du.

Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz. Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet kilometradoù : 2024 km e 2024.

Prenit ho kilometr war lec’hienn ar Redadeg !

Danvez : 100% kotoñs
Ment : eus 4 bloaz da 12 vloaz war ar boutik
Stummoù all zo evit ar merc’hed hag evit ar baotred.

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.