Ar Chupenn sherpa Redadeg

65,00

Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz. Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet kilometradoù : 2024 km e 2024.

Prenit ho kilometr war lec’hienn ar Redadeg !

Chupenn sherpa Ar redadeg

Ur chupenn gotoñs gant maoutenn gotoñs e-barzh evit un dilhad flour-kenañ ha tomm. Chupenn sherpa ar Redadeg a zo liv griz gant ur vaoutenn wenn olifant.
Ur serigraferezh liv melen-orañjez zo war ar bruch tu kleiz. Tresadenn Ar Redadeg 2024 (un dorn o kas ar vazh test d’unan all dirak kartenn Vreizh).

Graet eo bet ar chupenn-mañ gant merk Breizh Stered. Brochennet ha gwriet an danvez e bro Bortugal.
70% kotoñs, 20% polyester.
Ment : war al lec’hienn : eus an S d’an XL / evit mentoù XXL ha 3XL e c’hellit mont e darempred gant Cyril eus skipailh Ar Redadeg

Pouez 1000 g
Ment – Taille

36-41, 36/40, 3XL, 41/45, 42/46, XXS, XXXL, 10, 11-12 bloaz, 12, 3-4 bloaz, 4, 5-6 bloaz, 6, 7-8 bloaz, 8, 9-10 bloaz, 3-6 miz, 6-12 miz, 12-18 miz, 42 x 5,5 cm, 42 x 5,5 cm + 42 x 9,5 cm, 42 x 9,5 cm, XS, S, L, M, XL, XXL

×

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.