Kasketenn Ar Redadeg

12,00

Ur redadeg a-eilek eo « ar Redadeg », savet e 2008 hag a vez redet bep eil bloaz. Evit skoazellañ raktresoù evit ar brezhoneg e vez gwerzhet kilometradoù : 2024 km e 2024.

Prenit ho hini war lec’hienn ar Redadeg !

KASKETENN AR REDADEG

Ur gasketenn glasel, stumm sport. Bez’ ez eus anezhi e 4 liv : ruz, glas, du hag ekru (gell sklaer).

Ur broderezh gwenn graet e bro Frañs a zo gwelus dirak. Savet eo bet ar gasketenn e bro China.

Pouez 75 g
Liv – Couleur

Du, gell, Glas, Gris, gwenn, gwer, mouk, Noir, Orañjes, Orañjez, Roz, ruz

×

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.