T-shirt GBB Maligorn

22,00

Savet hon eus un t-shirt gant ur frazenn anavezet mat gant ar vrezhonegerien·ezed : “ur maligorn dindan ar glav”. Un t-shirt fentus ha plijus evit lakaat brezhoneg en ho puhez pemdeziek!

Labouret hon eus gant un tresour eus bro Gwened, ha gant embregerezh Vent d’Ouest Impression e Plérin (22) evit moullañ an dresadenn. An t-shirt zo graet gant kotoñs bio hag ar “wear fair label” a zo gant ar merk Stanley Stella.

 

T-shirt GBB Maligorn

Ur stumm mixte eus an XXS betek an XXXL a zo hag ur stumm merc’hed eus an XS betek an XXL e kinnigomp deoc’h. Evit ar stumm merc’hed kemerit ho ment boaz. Evit ar stumm mixte, kemerit ur ment dindan ho ment boaz, un tamm braz eo an t-shirt.

Pouez 150 g
Ment – Taille

3XL, XXS, XXXL, XS, S, L, M, XL, XXL

Stumm – Modèle

mixte, Plac'h

×

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.