Spanell Diwan Rianteg

10,00

Spanell goad krouet gant Diwan Rianteg

Spanell Diwan Rianteg

N’eo ket posupl fardañ krampouezh hep ur spanell vrav ha hir. Ouzhpenn skoazell ac’hanoc’h treiñ ha plegañ ho krampouezh pe galetez en un doare a-feson e sikouro Diwan Rianteg bep gwech e vo implijet anezhi ! (geo, geo, oc’h ober bruderezh dezho ! )

40sm hir. E koad kistin. Serigrafi du war an dornell.

Pouez 100 g

N’eus nemet 1 er stok

Politikerezh produ

Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.