Dilhadoù, levrioù, c’hoarioù, bitrakoù, distoufer, badjoù, pegsunioù… Evit lakaat brezhoneg en ho puhez pemdeziek! Ur boutik kevredigezhel enlinenn eo. Kavet ‘vez amañ produioù kinniget gant kevredigezhioù breizh a bep seurt.
Pal boutik Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.
O kenderc’hel da verdeiñ war hol lec’hienn e asantit da implij an toupinoù (cookies) a servijo da studiañ stadegoù ha da brenañ skiant evit he gwelaat.AsantiñNac’hañ